En heuliad ostilhoù Beta evit dresañ kefluskerioù e kaver produioù ispisial gouestlet da gennad ar marc'hoù-tan.
Priziet-kaer eo perzhded produioù Beta gant teknikourien ar skipailhoù gwellañ e Kampionad ar Bed, ar World Superbike, ar World Motocross hag an Enduro. Un darempred dibaouez gant arbennigourien eus skipailhoù liesseurt hag oberataerien a-vicher war an dachenn a ro an tu deomp da ziorren ostilhoù a zo atav a-vreizh hag a zere ouzh kempenn ha dresañ ar motoioù.